| |||||
Yezhoù ofisiel | Alamaneg, kroateg Burgenland, hungareg | ||||
Kêr-benn | Eisenstadt | ||||
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) | Hans Peter Doskozil (STÖ sokialour) | ||||
Gorread | 3 966 km² | ||||
Poblañs -Stankter |
277 569 (2001) 70/km² |
Burgenland ("Bro ar C'hastelloù"; hungareg Felsőőrvidék pe Őrvidék, kroateg Gradišće) zo ur stad kevredet a Aostria. Betek 1921 e oa perzh eus Hungaria, met diwar emglev Trianon e voe lakaet ar vro e dalc'h Aostria. Eisenstadt (hungareg Kismárton, kroateg Željezno) eo e gêr-benn.
Teir yezh ofisiel a zo e Burgenland: an alamaneg, an hungareg ha kroateg Burgenland (hag a zo ur standard dezhañ e-unan). Ar Romeg n' eo ket kenofisiel, met anavezet eo gant ar stad Aostrian, ha moullet e vez levrioù-skol er yezh-mañ ivez.